ModernGwerz
Festoù-noz diboell
ha gwerzioù nevesaet
Ijinennoù analogel ha binioù-kozh. Since 2006.
ModernBinioù-kozh e skeul Gwened + ijinennoù
Kinnig a ra eNoz ur set fest-noz, o veskañ tonioù hengounel ha sonerezh elektronek. Gallout a reer dañsal dañsoù Breizh war an tonioù holl.
E-touez e venvegoù en deus eNoz meur a ijinenn elektro analogel, hag ur binioù-kozh ivez.
Sonet en deus eNoz (gant ar stumm-se pe asambles gant strolladoù all) e Breizh, e Frañs, e meur a vro en Europa, e Taiwan hag e Japan.
Holl sonerezh eNoz a c'haller pellgargañ, enrollañ, seniñ en-dro, kemmañ hag adembann, hervez divizoù he lañvaz (Creative Commons).
Evit pep titour / evit e bediñ da seniñ >>> darempred.
Ar pladennoù holl a c'haller selaou digoust war Bandcamp ha pellgargañ digoust e mp3 war Jamendo, hag embannet int dindan lañvaz Creative Commons.
Evit pep titour / evit e bediñ da seniñ / evit implijout e sonerezh en ur film / evit sevel sonerezh ur film >>> darempred.
Modern
Cévenol
Fest-noz
Lann
eNoz · fest-noz · Pariz
Ur soner elektronek breizhat eo eNoz.
Un « e » evit an elektronik, ha « Noz » evit an noz… Eus ar meskaj-se eo bet ganet eNoz. Abaoe 2006 e kas eNoz hengoun Breizh e-barzh luskoù ar sonerezh elektronek. Ha, a-wechoù, e weler anezhañ o lakaat an dañserien hag an dañserezed da c'hwezañ e festoù-noz birvidik.
🏆️ Priz ar c'hrouiñ en emgavioù-bro Kan ar Bobl 2025 evit Modern Gwerz.
Savet en deus eNoz ivez sonerezh meur a film, hir pe verr, en o zouez « Living in Seduced Circumstances » gant Ian Gamazon, « Living With Dead Hearts » gant Charlie Custer ha Leia Li, ha « Midnight Globe » gant Jonathan Musset.